Bez dinec’h, paotr ; ne jomo ket an traou mat se da louedi er zac’h. Kriadennou spountus er meaz.
O ! Doue madelezus ! ho pet truez ouzin ! Saveteit va bugel muia karet ! Ema o vont da vervel. Ar medisin a zeu, o tougen eur c’hrouadur 5 pe 6 vloaz, diflach, ar goad o redek eus e benn.
Buan ! buan ! tud vat. Ema en e dremenvan. Setu eun hostaleuri. Kavout a rin sikour enni.
Ne d-it ket, aotrou. Roit ho pugel d’in. N’eo netra. Me her pareo dioc’htu. Gwenole a gemer, en e zac’h, eur voestlig a zo eul louzou ebarz, hag ha laka ar bugel war e zaoulin.
Kouezet eo ouz eur mean en eur c’hoari, ha n’oun ket bet evit her parea, evidoun da veza eur medisin brudet.
N’ho pezet ket a aon. Frota a ra penn ar bugel gant al louzou. En han’ Doue, bugelig karet, bez pareet a grenn. Ar bugel a zav en eun taol, a gerz, a lamm, a c’hoarz hag a zeu da boket d’e dad.