Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 9 —
Fanch, o krial.
O va Doue ! pebez poan a ra d’in va droug dent.
Laou, o c’hoarzin.
Ha, ha, ha ! gwell a ze, gwell a ze ! Kenavo.
Fanch, flouroc’h e vouez.
Selaou, va c’heazik ! foar vras Plabenneg eo hirio. Chom ganen, ezom am eus ac’hanout.
Laou
N’hoc’h eus ket, p’eo gwir ne d-oun nemet eun tartouz.
Fanch
N’out ket.
Laou
Eul lakepod, eur pez didalvez.
Fanch
N’out ket, n’out ket.
Laou
Eur marmouz divalo, eul lorgnez mevelig, eun druilhen, eur boed evit ar groug.
Fanch
Tamm ebet, tamm ebet.
Laou
Petra eo oun me neuze ’ta ?