Pajenn:De Carne Ar galon vat, 1922.djvu/10

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 8 —
Fanch

Na perak ’ta ?

Laou

Abalamour ma tleit da bep hini anezo eur bern gwenneien, pell pell a zo.

Fanch

Da baner a zo leun evelato, ha leun mat.

Laou

Ia da, mez evit ar weach diveza eo. Warc’hoaz den ne roio mui d’eoc’h marc’hadourez ebet ne met na baeot da genta kemend a dleit. Ia, mestr, ia.

Fanch, droug ennan.

Ha ne ket echu ganez lavaret d’in kemend all a zorc’hennou hag a ziotachou ; marmouz divalo, lorgnez mevelig, truilhen, boed ar groug. N’eo ket echu ?

Laou, droug bras ennan.

Eo, eo, echu eo, ha raktal zoken. O tenna e davancher hag ouz her rei da Fanch. Dalit ! Setu va zavancher. N’em eus mui ezom ebet ken anezan. Me lavar evel ar varc’hadourien. Ma n’eo ket paeet ar re ze, ne d-oun ket me kennebeud. Ouspenn eur bloavez bras zo n’em eus ket bet diganeoc’h eun diner toull zoken. Kenavo !

Fanch, droug ennan atao, o c’hourdrouz.

Ha n’out ket maget marteze ?

Laou

Eo da, gant eur geusteuren ha ne fellfe ket d’ezo ar moc’h he dibri, Kenavo !