Mont d’an endalc’had

Pajenn:De Carne Ar c'hoz vedisin, 1921.djvu/30

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 30 —
Alban

Evit mat ?

Lannig, a vouez krenv.

Ia, tanfoultr !

Krenn, o skei gant Lannig a daoliou baz.

Ar raok ar jabadao !

Alban, o skei gant Lannig a daoliou baz.

Ar raok fest ar vaz ! Skei stard a reont. Eun archer a zeu goestad, hep beza gwelet.

Lannig, o krial.

Awalc’h ! awalc’h, aotrounez, awalc’h ! Emaoc’h ganti. Me ne ket medisin oun ! Tra ! tra ! tra ! tra ! N’oun nemet miliner, miliner a viskoaz, miliner da viken.


15 DIVIZ


An hevelep re. An archer


An archer

Pe vedisin, pe viliner, an dra ze ne ra netra. Me am eus ho kwelet, ho taou. Edoc’h o skei gand an den paour ma evel gand eur groc’hen vioc’h. Perag ta ?

Alban

Hennez, daoust ha n’eo nemet miliner ha netra ken, a veze atao en dro d’hor c’hlanvourien, hag a denne diganto al liardou dleet d’eomp.

An archer

Ne ket eun abeg eo evit flastra eun den, kouls lavaret, a daoliou baz. Me lavaro d’ar barner.