Ia vat ; eun taol kaer ho peus great. Mar doa hounnez hanter varo, breman eo maro mik. Ema o paouez mervel.
Gand eur c’hofad iod gwiniz du en deus freuzet neat he bouzellou paour.
Ha c’houi eo hoc’h eus roet d’ezi ar bodezad iod se ma ’z oa enni peadra da vaga tri vansouner krenv da neubeuta.
Ne ket dre beg eo he deus debret, mes dre gaer.
Na jomomp ket da varc’hata. Ni eo an daou wir vedisin er vro. Gaou hoc’h eus great ouzomp oc’h ober ar vicher a vedisin hep gwir ebet.
O lakaat an dud, daoust d’eomp, da veza iac’h, da veza klanv, da veva, da vervel, hep na vijec’h medisin an distera.
Ra gouezo ar gurun warnoc’h, medisined an tonnerr ! Evit an eil weach, e lavaran d’eoc'h oun bet lekeat hirio da vedisin gant an aotrou mear.
Evit mat ?
Ia !