Mont d’an endalc’had

Pajenn:De Carne Ar c'hoz vedisin, 1921.djvu/27

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 27 —

micher dalvoudus ! Mar goufec’h pegen eaz eo ar vicher ze, pep hini ac’hanoc’h a iafe raktal da vedisin. Ia da. Sellit. Oun eat, c’houi a oar, da gichen an itroun Habask, mamm goz Per ha Lukas. Klanv e oa. Gwelet em eus, d’an taol kenta, petra vije da ober evit he lakaat iac’h. Hounnez ne varve nemet gand an naoun, p’eo gwir ne roed tamm d’ezi da zibri. Neuze, gant va furnez anavezet gand an holl, gourc’hemennet em eus rei d’ezi eur bodezad leun a iod gwiniz du. He lounket he deus a bez, ha kerkent goude e savas, pare a grenn. Ha pegement d’in me ? Daou c’hant lur arc’hant mat. Ha daou ugent lur digant Ian al Lounker, ha tri ugent lur digant Gwilhou. Laouen foll. Tra, la, la, la, la, la, la. Foll e vezin gand al levenez, sur. Va c’hroc’hen he deus paeet ker, gwir eo, araok beza kroc’hen eur medisin. Mes breman echu eo. Al liardou hepken a zeu ganen. Alban ha Krenn, peb a vaz teo en er zourn, a zeu goestad e goueled an teatr, hep beza gwelet gant Lannig. An taoliou baz zo eat kuit, ar bizier zo eat kuit. Kenavo, bizier ! Kenavo taoliou baz ! Lannig, o trei, a wel Alban ha Krenn. Spountet eo. Sell ! Piou eo an daou ze adarre ?


14 DIVIZ


Lannig, Alban, Krenn.


Alban

Piou oc’h, lorgnez ?

Krenn

Piou oc’h tignous ?

Lannig

Me eo…