Mont d’an endalc’had

Pajenn:De Carne Ar c'hoz vedisin, 1921.djvu/26

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 26 —
Ian al Lounker

Va selaouit aotrou medisin. En han’ Doue, va selaouit. N’oun ket bet, morse, sioul evel ma ’z oun abaoue m’eo eat Katellig d’an Anaoun. Doue r’he fardounno ! Ne glevan mui tamm ebet he mouez o c’hrignouza, o c’hourdrouz ! Pebez peoc’h dudius ! Kousket a ran hed an noz venniget, didrouz evel eul logoden er bleud. Evit beza dinec’h, aotrou medisin, n’eus tra gwelloc’h eget beza intanv.

Lannig

Ne lavaran ket, mes distro Katellig eus ar vered d’ar gear a zo red d’in, da lakaat va brud da greski, va hano da vont war vrasaat. Mar fell d’eoc’h mirout na rafen an taol kaer ze, roit arc’hant ha n’her grin ket. C’houi dle d’in ugent lur evit ma likin ho fri da vont a ruz da wenn. Roit ugent lur ouspenn hag e lezin Katellig da gousket, dindan zouar ar vered, beteg ar varn ziveza.

Ian al Lounker

Great ar stal. Ian a ro arc’hant hag a ia kuit. Kenavo, aotrou, ha bennoz Doue d’eoc’h.


13 DIVIZ


Lannig, e unan, d’an dud. C’hoarzin a ra ha frota e zaouarn.


Ha ! ha ! ha ! ha ! Bretouned vat, petra sonjit diwar va fenn ? Pe seurt abaden, c’hoarzevet gant n’eus forz piou, a vezo morse laouenoc’h eget va hini me ? Er mintin ma, n’oan ken tra nemet eur miliner henvel ouz an holl vilinerien. Breman, piou eo medisin kenta eus ar vro ma ? Piou eo ? Me, va mignouned, me va unan. Pebez micher vrao ! Pebez