Pajenn:De Carne An tri goulenn, 1926.djvu/40

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 38 —

ven me e paradoz an douar. O sevel hag o vont da zellet warzu ar meaz. Me fell d’in sellet gwelloc’h c’hoaz ouz an holl draou dudius ha kaer ze. Petra zo ’ta ? Eun den ha n’ec’h anavezan ket a zeu d’am zi, goestad. D’am zi ? Perak ’ta ? E wiskamanchou a zo kaer eus ar re gaera. Piou eo ? eun aotrou pinvidik bennak, eur roue marteze, roue Breiz ? Sant Per a zeu, gwisket kaer, eur zeizenn aour en dro d’e benn, eur vaz pardoner en e zourn.


XVIII DIVIZ


Fanchig, sant Per


Sant Per

Doue r’az pennigo, Fanchig. Anaout mat a rez ac’hanoun, a dra zur.

Fanchig

Tamm ebet, aotrou, hen ansao a ran ouzoc’h ; tamm ebet.

Sant Per

Ankounac’heat ec’h eus, neuze, em eus roet d’it, gwechall, abalamour d’az kalon vat, frankiz da ober tri goulenn.

Fanchig, laouen

O ! aotrou Sant Per karet, n’em boa ket hoc’h anavezet da genta. Ho tigarez, mar plij. Sonj eus an tri goulenn ze a jom fresk beo c’hoaz em spered.