Pajenn:De Carne An tri goulenn, 1926.djvu/41

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Sant Per

Mat ; da drede goulenn oa ar gwella, sur, p’eo gwir ez poa goulennet na varfes ket hep da zacramanchou diveza. Dont a ran da rei d’it ar goulenn benniget se. Kea d’an iliz da gaout da dad kovesour.

Fanchig, souezet

Divezatoc’h, aotrou Sant Per, divezatoc’h. N’oun ket evid hen ober breman, o veza ma ’z eo gwall glanv hor person koz, Doue r’e vennigo. Ema war e dremenvan, kouls lavaret, ha n’hell ket, e nep giz, rei d’in an absolvenn.

Sant Per

Gwir eo, met an aotrou ’n eskob en deus kaset aman, mintin ma, eur beleg yaouank evit derc’hel leac’h ar person ha rei d’ezan eur skoazell vat evit silvidigez an eneou. Ar beleg yaouank se a zo mat ha santel.

Fanchig

Gwir ? Piou eo hennez ’ta ?

Sant Per

Ervoan a reer anezan. D’ezan eo ez poa distaolet gwechall, pa n’oa nemet eur bugel, an arc’hant bet laeret digant e vamm goz. Ema en iliz, ouz da c’hortoz. Kea d’her c’haout.