Iann Vadezour, va faeron karet, kollet oun hep trugarez ebet. Peger reuzeudik, pegen truezus oun me ! Nag a zoaniou, nag a zarvoudou a bep seurt ; nag a drubuillou gant va ugent micher bennak dishenvel. Ha breman, pebez enkrez ! Kador varn ar brezel ! Perak ? Her gouzout a rin, marteze, o lenn ar pez a zo skrivet war ar follenn baper roet d’in gand an ofiser ze. Lenn a ra, a vouez uhel.
« Lezenn nevez diwarbenn an dremenidi o vont hag o tont var an henchou. O veza m’eo breman kelou brezel e pep leac’h, ha ma c’hell, eun deiz pe zeiz, ar walenn spontus se koueza war ar vro, savet eo bet eul lezenn nevez diwarbenn ar riblerien, ar c’halouperien noz, ar rederien vro, hag al laeron. Beteg hen, ar gador varn hag al lez varn a varne ar rumm dud se. Hiviziken, an traou a yelo en eur c’hiz all. Kador varn ar brezel, hag hi hepken, a vezo karget da varn ar re ze. Piou bennak a vezo barnet ganti d’ar maro a vezo lazet gant tennou fuzil, mar d-eo soudard. Mar ne d-eo ket, krouget e vezo. » O lakaat ar follenn baper en e c’hodell, hag o krena. Ho pedi start a ran a nevez, Sant Yann Vadezour, va faeron, hepdoc’h e vezin krouget oc’h beg eur wezenn bennak. Krouget ! Krena a ran evel eur bern deliou. Great eo ganen. Allaz ! setu o tont ar c’habiten hag an daou ofiser ouz e heulia.
An tri ofiser a azez oc’h an daol, ha Yann