Pajenn:De Carne - Yannig mil vicher, 1927.djvu/41

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 41 —
Jaffrez

Anavezet mat eo an dra ze gand an holl. A hend all, lavaret a ri kemend a giri d’ar c’habiten a zeuio aman bremaik da ren an traou dirak kador varn ar brezel.

Yann, spontet

Kador varn ar brezel ! Perak ? N’oun ket soudard evit doare.

Bertel

N’eus forz ; displeget e vo kementse d’it abred awalc’h. Yann a fell d’ezan tec’het kuit, met dalc’het start eo gand an daou ofiser. Jaffrez, o furcha e godell Yann, a gav an tri rollad mil lur.

Jaffrez

Sell ’ta ! sell ’ta! Tri mil lur ; mat eo bet awalc’h an dervez war a welan. Lakaat a raimp an arc’hant se war daol kador varn ar brezel. Chom sioul azezet aze da c’hortoz ar c’habiten da zont. Mar sav ganez c’hoant da vont kuit, malloz ! Taoliou fuzil a vezo tennet warnout, gand ar zoudarded a welez aman hag ahont en dro d’it. Na flach tamm, pe lazet e vezi evel eur c’hi. Emaomp o vont đa gerc’hat ar c’habiten. O rei eur follenn baper da Yann. Da c’hortoz, lenn piz ar follennig se. Jaffrez ha Bertel a ya kuit.

XXVI DIVIZ
Yann, e unan, tenval e zremm

Ma ne zeuit ket d’am zenna a boan, Sant