Mont d’an endalc’had

Pajenn:De Carne - Yannig mil vicher, 1927.djvu/36

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 36 —


Yann

Petra ? Prena traouigou a bep seurt, marc’hadourez dister o zalvoudegez. O lakaat a rin er valizenn ma. Mont a rin a gear da gear, en eur grial a bouez va fenn : Marc’hadourez da werza ! Marc’hadourez da werza !

AR Mear

Great e vezo neuze ac’hanout an hini a hanvomp eur marc’hadour red, o vont, heb ehan, gand an henchou. Sell ! kemeret a rez eur vicher nevez, evid an ugentvet gweach, a gre dan. Taol evez, evelato, taol evez ! Ar vicher ze a c’halouper a zo risklus. Kavout a reer, peb en amzer, war eun hent distro bennak, riblerien, laeron, lamponed ha torfedourien zoken. Diwall, Yann, diwall ! Kenavo ; ra zeuio da vad pep tra evidout. Ar mear a ya kuit.

XX DIVIZ
Yann, e unan, d’an dud, o sevel diwar fae, e ziouskoaz

Riblerien, laeron, torfedourien ! Ni welo ; ha da c’hortoz, ne ran forz anezo, me. Met skuiz oun ; eun daouzek leo bennak am eus great abaoue deac’h. Vad a rafe d’in ober eur c’houskig; mervel a ran gant va c’hoant kousket. Setu aze eur bank. Va balizenn a dalvezo d’in a benn wele. En em astenn a ra ha raktal en em laka da gousket ha da roc’hal.

XXI DIVIZ
Yann, Job ar Bleiz

Job ar Bleiz a zeu, goustadik ha didrouz,