Pajenn:De Carne - Yannig mil vicher, 1927.djvu/37

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 37 —

truillou en dro d’ezan. Eur jupenn lous, gant godellou a gleiz hag a zeou, a zo warnan. Tro-c’houzoug ar jupenn ze a zo ruz. Job ar Bleiz a zell eur pennadig ouz Yann o kousket. Steki a ra, gouestad, oc’h e skoaz. Yann a zihun. Job ar Bleiz a laka, dindan fri Yann, eur bistolen hir. Yann a lamm gand ar spont.

Job ar Bleiz

Ro d’in da valizenn. Yann a ro. Arc’hant ac’h eus, mignonig va c’halon ? Flour e vouez. Arc’hant ac’h eus, her c’hredi a rafen awalc’h.

Yann

Arc’hant am eus, sur, met ezomm bras am eus anezo, me.

Job ar Bleiz, o c’hoarzin yud

Ha, ha, ha! ha me a zo va ezomm anezo brasoc’h kalz eget da hini. Rust e vouez. Hast affo ! Allo ! Hast affo.

Yann, droug ennan

Kea d’an diaoul ! ne roin tra.

Job ar Bleiz

Ne roi tra ? Emaomp o vont da welet. Lakaat a ra, adarre, e bistolen dindan fri Yann.

Yann, spontet

Peoc’h ; peoc’h ! Setu va arc’hant paour. Rei a ra.