Mont d’an endalc’had

Pajenn:De Carne - Yannig mil vicher, 1927.djvu/23

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 23 —
Krapig

Mat ; emaout, neuze, war var da veza kaset d’an toull.

Yann

Gouestadik, gouestadik, Krapig. Ne labour ket an alvokaded evid ar chas, a gav d’in.

Krapig o c’hoarzin goap eun tammig

Alvokaded ! paour keaz ; n’eus ken alvokad aman nemedoun.

Yann, souezet

Nemedout ! biskoaz kemend all ; te a zo hurcher ha ne ket alvokad eo ez out.

Krapig, o vousc’hoarzin

Digor da ziouskouarn Yann ; hurcher oun pa vez red kas an dud dirag ar varn ; alvokad oun pa vez red o difenn. N’hell ket an traou beza aman en eur c’hiz all, p’e o gwir n’eo ket bet fellet d’eun alvokad bennak, bras pe vihan, dont da vervel gand an naon er goz vourc’h ma. Kleo Yann ; me az tifenno mar karez, ha difennet mat e vezi, m’hen tou d’it.

Yann

Gwir ?

Krapig

N’az pezo tra da baea da Viel.

Yann

Gwir ?