Mont d’an endalc’had

Pajenn:De Carne - Yannig mil vicher, 1927.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 12 —
Jakou

Pevar c’hant.

Laouig

Pemp kant.

Yann, faeus

Bihan dra eo, bihan dra.

Biel

Eiz kant ! eiz kant ! Te a fell d’it ?

Yann

Deomp ’ta, petra bennak n’em bezo nemet eur pae dister gand eiz kant lur peb miz.

Biel, laouen bras

Great ar stal, den mat, great ar stal ; da zourn em hini. Me fell d’in poka d’it. Poka a ra start da Yann. Deomp. Biel, Yann ha Krapig a ya kuit.

VII DIVIZ
Jakou, Laouig
Laouig

Me a vije bet bras va flijadur da gaout Yann Pogamm ganen, karget a labour evel ma ’z oun. Per vras a zimezo e verc’h abenn daou zeiz, hag eur bern gwiskamanchou am eus da ober evid an eureujou. Eur paotr fin evel Yann en divije roet dourn d’in evid ar gwella.

Jakou

Ha me, Laouig, ha me ? Petra a livirin neuze ’ta ? Me a zo va foan pounneroc’h kalz eget da hini. Kleo ’ta. Stang va milin a goll