Mont d’an endalc’had

Pajenn:De Carne - Yann e yalc'had, 1924.djvu/9

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 9 —
Eun den

Eiz gwenneg. An holl a c’hoarz.

Eun den all

Pemzek kwenneg.

Kreac’h, o krial.

Pemzek kwenneg ! Pemzek kwenneg ! Piou a roio muioc’h ? Piou, piou ? O sevel e vorzolig. Unan, daou, taolit evez ! O skei war an daol gand ar morzolig Tri ! An den a gemer ar zae.

Kreac’h, o tiskouez an diou goz votez leun fank, hag an diou votez koat, kolo enno.

Piou a breno ar re ze ? Pemp kwenneg pep hini. Peder evit pevar real. Da biou ?

Eun den

Pemp real.

Eun den all

C’houec’h real.

Eun den all

Eiz real.

Kreac’h

Piou a lakaio ouspenn ? Den ebet ? Eiz real, eur weach, eiz real, diou weach. O skei gand ar morzolig, teir ! An den a gemer ar boutou.

Kreac’h o tiskouez ar goz vegin fall hag ar goz skubell.

Sellit piz ouz an traou brao ze. O c’hinnig a ran da neb a garo evit dek kwenneg, ha netra ken, ha ne ket re ger avat. Da biou evit dek kwenneg ?