Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 10 —
Eun den
Daouzek kwenneg.
Kreac’h
An holl a dav ? Daouzek kwenneg, daouzek kwenneg, Unan, daouzek kwenneg, daou… O skei gand ar morzolig. Tri. An den a gemer ar vegin hag ar skubell.
Kreac’h o tiskouez ar pod houarn koz ha merglet.
Sellit adarre ; ar pod houarn ze, evitan da veza koz, e c’heller evelato lakaat ar zouben da virvi ennan. Pemzek kwenneg ar pod, pemzek kwenneg ar pod houarn ! Piou a fello d’ezan her prena ? Pemzek kwenneg!
Eun den
Pevar real.
Kreac’h
Den ebet ne ro muioc’h ? Den ebet ? Pevar real, unan, pevar real, daou… O skei gand ar morzolig Tri ! An den a gemer ar pod houarn.
Kreac’h, o tiskouez eur bern gwiskamanchou koz, koeffou, lerou, saeou roget, pilhou a bep seurt.
Ar bern ze a bez evit daouzek real. Piou a breno ? Piou a bren ?
Eun den
Trizek real.
Eun den all
Pemzek real.
Eun den all
Seitek real.
Eun den all
Triouec’h real. An holl a dav.