Mont d’an endalc’had

Pajenn:De Carne - Yann e yalc'had, 1924.djvu/26

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 26 —
Marzin

Mat, mat ; it atao ; skriva a ran.

Maze

Me, Yann ar Fourn, intanv, ha bugel ebet d’in, a fell d’in lezel va madou evel ma vezo lavaret aman warlerc’h : Da genta, lezel a ran ar zac’had ma ’z eo ennan va gwenneien holl, d’am niz Lan, a garan a greiz va c’halon. Lan a ra neuz da c’houela, hag a vlej krenvoc’h krenva.

Marzin

Ha netra ouspenn n’hoc’h eus da lakaat war ar paper ?

Maze

Eo, eo, aotrou noter. Traou all am eus c’hoaz da lavaret.

Marzin

Pere ?

Maze

Va niz a zo gantan eur mevel fur, sentus ha leal ; hen anaout a ran mat ; Maze a vez great anezan. Lezel a ran ’ta da Vaze, mevel e ti va niz Lan, pemp mil lur arc’hant brao ha kountet mat.

Lan, da Vaze.

Lampoun ! lakepod ! petra a rez, laer ? Me a skoio start, ganez, bremaïk, bez dinec’h.

Marzin, da Lan.

Lezit ar c’hlanvour da ober ar pez a blij d’ezan. Ha netra ken, Yann ?