Pajenn:De Carne - Yann e yalc'had, 1924.djvu/25

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 25 —

leac’h, dirak an noter. O c’hoarzin a bouez penn. Ha, ha, ha, ha ! An aotrou Marzin a zeu, e goueled an teatr, daou dest gantan, hep beza gwelet. Chom a reont, o zri, en o za. Maze a c’hoarz adarre. Ha, ha, ha, ha !


23 DIVIZ


Maze, Lan, Marzin, Daou dest


marzin, souezet neat.

Ac’hanta, Yann, c’houi zo laouen awalc’h, a gav d’in, evid eun den ker klanv se. Ho klevet em eus o tirolla da c’hoarzin.

Maze, dinerz bras e vouez.

Me c’hoarzin, aotrou Marzin, me c’hoarzin ! Allaz ! n’em eus an distera c’hoant c’hoarzin, pell ac’hano. Krial a rean evelse : Ha ha, ha ! ho, ho, ho ! gand an dersienn domm a ra kemend all a boan d’am fenn paour. Me a zo war va zremenvan, aotrou Marzin, ha fellet eo bet d’in sevel va zestamant, evel just, araok mervel.

Marzin

Ne ket dies ; micher an noter eo skriva testamanchou ar re glanv. Kaset em eus daou dest ganen hervez al lezenn. Ho selaou a ran. An noter en em laka ouz taol da skriva. An daou dest a azez en e gichen, hag a jom didrouz has diflach, evel diou geuneudenn.

Maze

Sellit, aotrou noter, ouz ar zac’had kaer a zo aze en e za war an daol. Hennez a zo leun e gof. Bez ’ez eus ennan va danvez holl. Lan a ra neuz da c’houela dourek, hag a vlej evel eul leue.