Pajenn:De Carne - Yann e yalc'had, 1924.djvu/14

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 14 —
Jobig

Ro peoc’h ’ta. N’ec’h eus ken karantez nemet hini he madou. A hend all, petra a ra d’in kementse ? Mar am eus, me, ar vicher a gemener, bazvalan oun ive peb en amzer, hag e ouzoun dimezi an dud kerkouls hag e ouzoun ober gwiskamanchou d’ezo. Mont a rin dizale da c’houlenn Terezig digant he zad evidout.

Yann

Mat kenan ; great ar stal. Evomp eur banne gwin neuze ’ta. Diskarga a ra eur banne gwin da Jobig.

Jobig oc’h eva.

Pouah, pouah ! Yann. Dioc’h peleac’h an diaoul e teu ar c’hoz gwin ze ? Eus an ifern ? Great eo bet gant sorserezed, sur. Skopa a ra pell, meur a weach. Pouah, pouah ! Kenavo, Yann, kenavo. Jobig a ya kuit.


6 DIVIZ


Yann, e unan.

Eat eo kuit ; gwell a ze ; ne ket re abred eo. Ac’hanta ! pesiou arc’hant gwenn, pesiou aour fin, deuit holl d’am gwelet. N’em eus, me, na mignoned na kerent nemedoc’h. Va frealzidigez eo beza ganeoc’h. Mont a ra da gerc’hat eur zac’had leun a arc’hant, kuzet dindan ballen e wele. Azeza a ra war eur gador, ouz taol, hag e laka ar zac’h dirazan war an daol. Tridal a ran gant va levenez. Ha, da genta, pokat a rin d’eoc’h gant va holl nerz, gand ar garantez a verv e goueled va c’halon. Pokat a ra kenan d’ar zac’had, meur a weach, en eur her starda ouz e galon. N’em eus roet biskoaz, d’am greg, pokou henvel ouz ar re a roan d’eoc’h, sac’had karet (eur pok) sac’had muia karet (eur pok) sac’had karet da