Mont d’an endalc’had

Pajenn:De Carne - Yann e yalc'had, 1924.djvu/13

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 13 —
Yann

Terezig, merc’h ar c’here koz.

Jobig

Tao, paotr. Me a wel sklear breman da droiou. Terezig a zo divalo bras. Hounnez a zo luch ha pikous he daoulagad ha tougn e fri.

Yann

N’em eus ket ezomm eur vaouez koant.

Jobig

Ne jom ket eun dant hepken en he ginou.

Yann

Gwell a ze. Ne grogo ket ennoun.

Jobig

Gagouillat a ra ; besteod eo ma ’z eo eun druez.

Yann

Gwell a ze. Ne dorro ket va fenn d’in.

Jobig

Koumprenn a ran evid ar gwella. Ar c’here koz a zo klanv bras a bell zo. Ema war e dremenvan kouls lavaret. Ker piz eo ha te, war a leverer, ha, pa varvo, te, va Yannig, goude beza kemeret e verc’h, a grogo ive er zac’had liardou. Ha ne ket gwir, krafer koz, ne ket gwir ?

Yann

Karet a ran Terezig a wir galon.