Staga reas an den koz eur c’habestr outan, ha pignat ware gein, ha mont kuit er c’hoajou.
Peronig a ouie breman e tlie, da genta holl, evit mont da Gerglaz, pignat war gein an ebeul ma veze an hent anavezet mat gantan. Ne ouie ket, avat, ober ar c’helc’h na lavaret ar c’homzou :
Ebeul dishual, digabestr
Deuit buhan, me a zo prest.
Sonjal a reas pell, pell.
Ec’h en em laka neuze, da aoza pep tra.
Kemeret a ra, da genta, eur c’habestr hag eul lindag da baka laboused, soubet mat e reun en dour benniget.
Kemeret a ra eur chapeled, eur zutel skao, eun tamm bara frotet gant kignen. Teurel a ra ar pez a jome eus e vara, a dammouigou, war an hent ma ’z a gantan, bemdez, al langouineg.
Hag e chom o c’hortoz.
Abenn eur pennadig, Rojear a zeu war e