Pajenn:De Carne - Danevellou a Vreiz, 1922.djvu/39

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

leaz, a oa, gwechal, he levenez henvel ouz hini an alc’houeder. Ha breman dimezet eo gand eur c’hemener divalo ha tort. Ouspenn, sorser eo, dioc’h a leverer.

E ti ar goaz nevez, ar fest eureud oa dare. War nez da vont ebarz, Mariannig, buhanoc’h eget eun heizez, a ya kuit en eur redek. Den ne c’hell he zizout, ha den ne oar da beleac’h eo eat.

Mariannig en em gav he unan penn er c’hoajou. Noz dall eo anezi, hep stereden ebet. Laboused dic’hiz a nij en dro da Variannig. Aoun he deus ; dinerz eo ; dioc’h he mennoz ema o vont da vervel. Kemeret a ra, en he enkrez, ar walen aour, o c’hervel teir gweach : Alan ! Alan ! Alan ! Hag en em ziskouez a ra, dirazi, ar marc’heg du, hag he lakaat adre e gein war varc’h. C’houirina a ra ar marc’h, ha lammet, ha mont kuit buhan a dreuz d’an noz.

— O mignoun ker ! nag hen zo buhan da varc’h !