Pajenn:De Carne - Danevellou a Vreiz, 1922.djvu/38

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


— Red eo d’eoc’h paouez gwela, va merc’h, ha p’eo gwir eo maro Alan, dimezi a rankit, ha kavet em eus eur pried dereat evidoc’h.

— Ho pidi start a ran, va moereb vat, na gomzit ket er c’hiz se. Ne Fell ket d’in dimezi.

— Ha me a fell d’in, Mariannig, ha kemeret a reot, da bried, Gilherm ar c’hemener ; ha ma ne fell ket d’eoc’h hen ober, me ho tanfoueltro en eun toull tenval, eur maread razed hag aered ebarz.

Pebez eureud ! va Doue ! Biskoaz n’eo bet gwelet kemend all a dristidigez. En eur vont d’an iliz Mariannig a wele ; o tont en dro e hirvoude. Ar zonerien, kel laouen peurliesa, a oa beac’h d’ezo o miret oc’h o daelou da redek.

Hag an dud holl, war an hent, a lenve, o lavaret :

Pebez truez gwelet eur seurt eureud. Mariannig ar goant, koant evel an deiz, gwenn evel al