Etre 1641 ha 1672, e leor a oa bet moullet wardro tregont gwech ; ne skuized ket da gana kantikou ; e pep lec’h e tregernent, en ilizou, met ive en tier, er parkeier, ha war ar bagou er mor.
Ar vad a reas ar C’hantikou d’ar feiz er vro, n’heller ket hen nac’h ; o oberour a skriv er bloavez 1641 : « Hevlene, evit deskadurez ar vugale hag ar bobl, em eus savet eur c’hantik bennak, e gwerzennou brezonek. Diskleriet hon deus bet an holl frouez o deus douget. »
Egiz brezoneg, ha mat ha fall a gaver er « C’hantikou Spirituel ». D’an ampoent (ha breman daoust ha n’eman ket c’hoaz evelse ?), ar re a ouie eun tammig bihan a c’halleg a vije mall ganto ha lorc’h enno dam-wiska gant o lastez-geriou o c’hals a vrezoneg rik : an T. Maner eta a oa red d’ezan skriva e doare e amzer ; da vihana ma ’z eus draog en e bark, gwiniz flour a zav ennan ive.
Setu aman eur poz eus « Quelenadurez voar ar Burete ».
Limit diouz ho calon |
N’eus ket da gila : gwelloc’h brezoneg a zo aze, eget na vezo skrivet 150 ha 200 vloaz da c’houde.
Nep a lavar kantik, a c’hortoz pe a glask an ton, pe a vouskan dioc’htu an ton, m’her goar. Setu ar pez a c’hoarvezas ganin : rak ton « Theophilus » eo am c’hasas beteg e werz, dineizet dre zigouez ebarz eul leor Kantikou koz am eus gouezet, a-ziwarlerc’h, a oa eun dastumaden savet gant an Tad Maner, evel em eus lavaret.
E touez an toniou merket e penn pep kantik, unan bennak a zo chommet beteg hirio eus ar re merket « voar un ton nevez ». Kantikou all a zo merket da gana war toniou gallek egiz :
Voar un aer galek : Ma pauvre mère me disait, etc.
id. : Sous une vaine gloire le monde est enrôlé.
id. : Astres lumineux…
id. : Destin qui séparez.
id. : Ames qui êtes passées.
Re-all war toniou brezonek, pe da vihana war don gwerziou brezonek anavezet mat neuze :
Itron Varia an Drindet |
Daoust hag eur muziker bennak, dre serr furchal, ne zeufe ket, c’hoaz hirio, abenn da gaout hini pe hini eus an toniou-se.