Pajenn:Crocq - Theophilus, 1923.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 553 —

carantezus a eure ar Verc’hes Glorius Vari en andret Sant Théophilus ».

Eman Theophilus d’in, abaoue ma oan war e lerc’h ! Eur blijadur. c’houi oar, ne oa ket pebr enni, met evit-se ne oa ket goular. Ha koulskoude ne ket ar pez a greden a gaven, rak anaout a reen, diwar hano da vihana, mirakl Theophilus savet gant ar gwerzier gall Rutebeuf, en XIIIet Ked : nan neket an Theophilus-se a oan о c’hortoz, an hini a veve er c’houec’hvet kantved hag a oa « vice-dominus » e iliz Anada : diskaret diouz e garg gant e eskob, evit dont abenn d’he c’haout endro, en em roas d’an diaoul hag en doa roet d’an drouk-spered eur skrid sinet gant e wad ; met ar Werc’hez a ziwalle hag an diaoul a rankas renta ar skrid.

Danevell Theophilus, am eus desket abaoue, a oa skrivet da genta e gregach gant unan eus e ziskibien hag a lavar beza gwelet ar pez a skriv.

Troet e oa da c’houde e latin, e galleg. Sant Bernard ha Sant Bonaventur en о zermoniou, hag Albert ar Bras ebarz « Bibl ar Werc’hez Santel » a ziskouez beza kredet start kement-se. Ouspenn-se ar Mirakl a zo skeudennet diou wech en Iliz an Intron Varia e Pariz ; livet eo war eur werenn e Iliz Veur Laon, hag e Ilizou Troyes hag ar Mans.

Lavaret am eus ne dape ket va gouiziegez betek keït all : breman goude, va zammig enklask, n’oun ket souezet e vije bet troët « Theophilus » e brezoneg, nan, tamm ebet, rak pa zonjer, ar gelennadurez a ziwan diouz ar werz-se, da lavaret eo galloud ar Werc’hez hag ar fizians a dleer da lakat enni, a dlee skei kalet war spered ar bobl a neuze. A neuze, e lavaran, rak al leor kantikou koz am oa dineizet ennan gwerz « Theophilus », eo dastumaden « Canticou Spirituel » an Tad Maner, diskibl an Tad Mikeal an Nobtletz, diskibl ken brudet eget ar mestr ; kenta dastumaden « Canticou Spirituel » a oa savet er bloaz 1641. A bep seurt ez eus el leor-se : pedennou, kelennadureziou, ha gwerziou egiz hini « Theophilus », hag hini « Katell Gollet », a gaver ive ennan.

Gwerz « Katell Gollet » am oa bet klevet kana ive meur a wech, n’am oa he gwelet embannet nemet e leor Laterre ha Gourvil, « Mélodies d’Armorique » : ar re-man a skriv : « Katell Gollet », kanet gant an Intanvez L…, deuz Keraez, roï a reont ton : Eun Doue hepken a adori », war meur a don all poblek am eus he c’hlevet. Warlerc’h ar werz, e lenner er « Mélodies d’Armorique » ; (p. 91) note : La gwerze ci-dessus a été imprimée et colportée à diverses reprises, en feuilles volantes. L’auteur en doit être un ecclésiastique. L’histoire de la pécheresse est connue dans maints endroits de la Bretagne bretonnante, et les imagiers bretons de la Renaissance s’en sont inspirés pour orner les calvaires de plusieurs paroisses. — M. Anatole Le Braz, dans les « Saints Bretons d’après la tradition populaire », en parle longuement.

Ma ! nemet tri pe bewar ger dishenvel, e kavan « Katell Gollet » ebarz dastumaden an Tad Maner (p. 74 da 78) ; e penn ar werz, eo skrivet : Mellezour d’an dut yaouanc, tennet en (sic) ul Lêvr composet gant an Tat Delrio. War a gredan ar werz a zo bet troët e brezoneg gant an T. Maner diwar galleg (pe latin marteze) an T. Delrio, hag a dlie beza eus Urz ar Jezuisted evel hor Misioner breizad : hor mignon Fanch Gourvil a furcho hag a lavaro d’eomp kement-se.

An T. Maner, e unan, eo a skriv peger brao digemer a oa great d’e Gantikou e Douarnenez da genta.