Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Sant Kevin, 1922.djvu/7

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 101 —


Met siouaz ! Omnis homo mortalis, a brezege Dom Yan ar C’hauseur person Mikeal Morin : da lavaret eo, evel pep den, pep gwaz a rank mervel : nemet arok mervel, klevit ’ta, e teu da goza ! Setu ma teuas da goza gwaz ar roue O’Tuathal, kouezet he diouaskell, hag he lost hanter-dibluet o ruza he c’hagal war he lerc’h. Ar c’hoz gwaz ! Ken na zuaë bemdez melkoni he roue !

Ya, ken du e teue e benn a zeiz-da-zeiz gant ar waz goz, ken na zonje zoken ar roue kez mont diouz ar bed en eur vont war e benn e douriou lenn Glendalough…

Ha setu, eun devez pa oa ar zonjou-ze o prenveda e benn, ar roue a welas о tostat outan eun den yaouank koant ha sart.

— Doue r’ho pennigo, roue O’Tuathal ! eme an diaveziad.

— Sell’ ta te, pôtr yaouank, na piou out-te, evit gouzout va hano, rak n’ez eus ket warnout tres ac’halen ?

— Salokras, otrou Roue, me oar piou oc’h ha meur a dra all ouzpenn…

— Hag ouzpenn ? Petra’ deu aze ganeoc’h ?

— N’ ho pe ket doan, arok kimiadi, e vo ganeomp tro d’en em anaout, otrou Roue.

— Ma ! Great anaoudegez ar c’henta ’r gwella, rak mall a zo ganin a bep tra da…

— Ya, p’ho pezo anavezet ac’hanon, n’ho po ket a geuz : met, arok mont larkoc’h, ôtrou Roue, petra eo deut ho kwaz da veza ?…

— Chê ! eme O’Tuathal kerkent-se (gant eur c’harrad leou-Doue), an diaoul eo an hini zo aman… Digant piou ho peus klevet hano diwar va gwaz ?

— Ar waz koz…

— Ya, dinerza ’ra…

— Mat, me a zo evit lakat an traou koz louedet en o nevez flamm.

— Ma ! Na c’houi zo marteze minter[1] a vicher ?

— Nan, ôtrou O’Tuathal, gwelloc’h micher am eus : rak, na petra lavarfec’h ma rofen d’ho kwaz koz nerz ha buander he yaouankiz ?

Kerkent ha klevout, ar paour kez roue koz a strinkas diouz e zaoulagad evel daredennou levenez : chê ! nag hen a c’hellfe dont c’hoaz da gaout ar blijadur a roe d’ezan e waz vurzudus ?… Nec’het e oa, ya, nec’het, ken na lavaras, aounik :

— E feiz, den yaouank, mar emoc’h evit ober hevelep bur-

  1. Minter = chaudronnier.