Pajenn:Crocq - Sant Kevin, 1922.djvu/5

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 22 —


Ar paour kez lean na dennas nemet eun huanaden ankenius :

— Kathleen, tec’h kuit, ha kemer aoun arozon, rak an ankou zo dre aman, hag ar follentez a blav a-uz d’am fenn !

Ar plac’h yaouank, kollet pep fizians, a zastumas he oll nerz evit briata Kevin :

— Kevin, eme he mouez flour, me da gar. Kevin, me da garo !

Kerkent setu Kevin o tistroï d’an hunvre spontus a waske anezan bremaïk : klevout a ra adarre kan an elez hag ar zent ; hag en e spontaden, diskiant, a daol-krenn, e kasas Kathleen war he c’hiz, hag e stlapas anezi diwar ar garregen ebarz al lenn !…

Na pebez klemmaden estlammus a lezas gwerc’hez koant Iwerzon ! — Ha pa zeuas ennan e-unan, na pegen bras dispi e kalon ar paour kez Kevin, e zellou o furchal an islonk o nevez-serri war ar plac’h yaouank !

Eur pennad e kredas e oa c’hoaz gant e hunvre ; siouaz ! he gwad a ruzie ar c’herreg !… Goude e dorfed, torfed ha n’en doa ket, a dra zur, klasket a benn-kaer, Kevin a gemeras ken bras morc’hed, ker bras glac’har, ma teuas Doue evit dizamma ene e zervijer, da ziskouez d’ezan skeud Kathleen : gwelet a reas anezi o pignat a-uz dour al lenn, gwenn-kann he dilhad lugernus, henvel ouz ar gwerc’hezed glan a zo oc’h heuilh an Oan Dinamm, eur c’helc’h aour endro d’he fenn, eur mousc’hoarz dudius war he muzellou. Ha neuze, eur wech divec’hiet spered Kevin, skeud Kathleen a deuze tamm ha tamm, hag a ziskenne en dour, egiz ma teuz mogedennou gwenn ar mintin ouz kenta bannou an heol.

Kevin na anavezas mui nemet eur garantez ; Karantez Doue a beurentanas e ene, hag e zantelez a sklerijennas Iwerzon a-bez !

Yvon CROQ.