Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Sant Kevin, 1922.djvu/4

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 21 —


Hag al lean kez a zentas kerkent hag a dec’has diouz al lec’hiou benniget a oa ken tomm d’e galon !

Hag ar c’hloc’h [a] gendalc’he da dintal glaz e traonien Luggelaw.

Kerkent ha sav-heol, stanken, koajou ha meneier, a oa leun a drouz hag a vuhez : an alc’houeder a bigne e ganaouen uhella ma c’helle da zihun Sant Per an-Alc’houeziou ; karo, yourc’h hag heiez a zaoulamme dindan ar gwez bras, epad ma save en eur vogeden dano ar gliz mintin, en eur lezel hepken daerou perlez war an delhiou hag ar bokedou.

Kathleen, kerkent dihunet, a welas Kevin ne oa ken el lochen : hag hi prim d’he glask dre al leandi.

— Aoun bras am eus, emezi, na vije ar wirionez gantan, ha na vije an droug er bann-heol evel e kreizen ar rozen !… Ha treid piou’ ta a c’hell beza lezet war ar gliz-mintin o roudou a gas warzu ar menez ? Kevin !… Tec’het eo kuit arozon : ne fell ken d’ezan va gwelet ! Ha d’in-me eo red he gaout !

Epad daou zevez ha diou nozvez, he fizians ouz he bleina, e redas traonien, roz ha menez, eur goulmig o tarnijal arozi, a vod da vod, a voden da voden, ken na zigouezas gant ribl loc’h Glendalough, brevet a skuisder, he zreid blonset ha kignet.

Kathleen a c’hourvezas da ziskuiza war eur garregen, tost d’ezi fallgalona, kenta ma welas eur c’hi, a chilpadennou laouen, o tiredek da lipat he daouarn : Lupa, levranez Kevin ! Ar mestr na dlee ken beza pell ; hag ar plac’h yaouank warlerc’h al loen mat, adreuz ar bodennou strouez, diouz an eil karregen d’eben, ken na zigouezas gant eun toull-keo, izel ha striz, a zigor war gribenn tornaod lenn Glendalough.

Al lean, gourvezet er c’heo, a oa kousket pounner, e vleo o tivogedi gant ar c’houezen, e zaouarn stronset, gant an hunvre spontus a vec’hie anezan. Gwelet a ree perzier an nenv digor, hag e selaoue eur strollad sonerien ken dudius ma estlamme e ziskouarn : bagadou diniver a elez hag a zent o kana meuleudiou d’an Aotrou, pebez dudi ! Ha setu Kevin o klask en em zila etouez ar Re-Eürus…, met war dreujou ar Baradoz e kejas gant Kathleen, hag houman a vire outan da dostât, kaer en doa.

Gant e anken e tihunas.

Spontus oa da welet : kement a zroug a bare warnan, ma savas aoun gant Kathleen.

— O ! Kevin, emezi, en eur goueza d’an daoulin, n’am laz ket, lez ganin va buhez !