Mes, siouaz Doue ! e-pad ma tiskane « Tran lar di reno », da vihana evit ar seitekvet gwech war-nugent, pouloudoufez ! setu Herve Stroalleg a-stok korf o vuzula an dachen, hag e fri tougn oc’h arat douar kerkouls ha soc’h an alar, ha, gwasa ma zo, kement-se hep d’ezan gouzout netra krenn. « Savomp adarre, emezan, abarz koueza mui ! » Ya ! mes eur zamm iskiz a bouez war e ziouskoaz, hag e rank chom da bokat d’an douar. Droug ennan, e tiswink muioc’h-mui ; mes diou c’har dir a zo skoulmet en-dro d’e c’houzoug ken en deus poan dialana, hag eur goz vouezig a gomz outan, lemm ha roc’hellus e-giz rojou « Karrig an Ankou » o wigourat e-pad an nozveziou goanv :
— « Petra, mignon Herve, penôs c’hoantât tremen e-biou d’am zi hep dont da lakat eur c’hornadig butun gant ar C’horrig ? »
— « Va buez ! N’am lazit ket ! Va buez ! »
— « Laza ac’hanout, mignon paour, an dra-ze n’eman ket ebarz. Bezomp mignoned kentoc’h, petra ’lavarez ? »
— « Oh ! ya, Gwerc’hez santez Anna, maeronez va gwreg ! Lezit ac’hanoun, aotrou Korrig, mall eo ganin distrei da gaout va gwreg… »
— « … Evit larda anezi gant trojenn ar skubelen, evit digas d’ezi muioc’h a c’hoant kousket ? »
— « Va buez ! Forz va buez ! Ne rin ken ! »
— « Gwaz a ze neuze, rak ar gwragez o deus holl ezomm da danva alïes, gant o choug, blaz ar geuneuden…
Me ne ran ket forz, mes, en abardaez-man, eo du va fenn : deus ganin d’am zi, hag e konti d’in kontadennou mam-goz d’am diskuiza ! »
Ar C’horrig a lammas en eur berniad douar goz, a frankeas an toull, hag a zachas Herve baour,