Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/95

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 85 —

diwar-bouez e vleo, ken na zigouezas e-kreiz ar menhir !…

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

Aotrou Doue ! Biskoaz kemend all a binvidigez ne lugernas dirak daoulagad Herve Stroallek ! Ar mogeriou a oa goloet gant peziou aour ha mein fin, beb eil renkad, hag al leur-zi a oa great gant peziou ugent real ; war an daol, goloet gant eun doal, eun doucher bilheji-bank hag arc’hant paper, e oa eur varrikennad gwin-ardant ; ar sklerijen a deue en ti n’ouzon kalz mui dre belec’h an tanfoeltr !… Herve Stroalleg a jomme sebezet-oll.

— « Diwall da laerez netra ! eme ar C’horrig. »

— « Aon ebet da gaout, eme Herve ; biskoaz n’em eus laeret talvoudegez eur spilhen… »

— « Hag ar jistr laeret bremaïk diwar goust da verour ? »

— « Heman a oar pep tra ! a gredas ar mezvier. »

— « Alo ! mignon, kan d’in ar zon a deue ganit, bremaïk. »

— « Nan ! n’ouzon ket kana ! eme Herve, droug ennan. »

— « Nan ? n’ouzout ket ? Ma ! en em denn ac’han, mar gellez ! »

Ker buhan, an noz a deuas en ti, epad ma tiskorde ar C’horrig kriz da c’hoarzin. Herve a ya d’ar voger, a c’hoari an dro d’ezi ; mes poan gollet ! N’eus toull dor ebet, ha kaer en deus troï ha distroï, ne gav digor ebet. Skuizet o klask, e kouez d’an douar, hanter-varo, epad ma klev ar C’horrig digalon o c’hoarzin gwap !…

Antronoz vintin, Herve Stroallek a oe gwall-nec’het, pa zihunas en e wele-kloz, e-barz Kerdrizek. « Ha koulskoude, emezan, n’e ket hunvreal am