Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/92

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 82 —

e varrikennou, hag an noz a deue. Eur wech kouezet an denvalijen endro d’ezan, e savas koulskoude diwar e zaoulin.

— « Ma ! emezan, ar pep gwella am eus da ober eo goulen he ali digant va gwreg, ha distrei varc’hoaz vintin. »

Renka a reas ar skudel war ar varriken ; e dok, avat, a jommas war al leur-zi, hag, en eur vont er-meaz, e tizonjas alc’houeza an nor war e lerc’h. Siouaz ! re a draou oa o tansal en e benn !

Daou hent a gas diouz Kermoal da Gerdrizek : an hent bras ez eus kalz a dro gantan, e-lec’h ar wenojenn eün-tenn a droc’h kalz berroc’h, nemet ma tremen dre lanneg « Toull ar C’horrig ». Herve Stroalleg a gemeras ar wenojenn, e-giz m’edo boazet ; ha neuze, an noz a oa sioul ha kaer, hag al loar a lugerne skler en he c’hann. An avel a skube dirazan war an oabl koumoul du a-doulladou, hag a c’houeze war ar paour kez Herve ken didruez ma kornigelle eus an eil tu d’egile : « Avel daonet, emezan, ne deu ket mez d’it ? Brao eo d’it gwallgas eun den ken skuizet e zivesker outan e-giz ma ’z oun. » Hag e tiskoueze e zaou zorn d’al loar, egiz p’en dije bet c’hoant da zistaga eur jotad, eur javedad bennak ganti !…

E-kreiz al lanneg, ar wenojen a dremene dre gichen eur menhir, eur peulvan uhel-zavet, hanvet « Biz ar C’horrig » pe c’hoaz « Toull ar C’horrig », rak an holl dre ar barrez a grede start e oa kleuzet ar peulvan en diabarz, ken ma tistone egiz eur c’hloc’h pa skoed war e du diavez. Hag e kleuz ar menhir e oa o chomm eur c’horrig ken kriz e galon ha mein e di, hag a bep seurt siou fall en e greiz. Gwechall en doa laeret meur a blac’h yaouank