troet d’ar gear diouz ar park gant e gezeg, hag a zo deut da gaout ar « mestr ».
— « Te ’zo aze ? Hag ar yec’hed, niz Gwilhou ? »
— « Mont a reomp endro ganti egiz diagent.
— « Digouezet mat out, Gwilhou : oc’h ober eun dibab jistr emaoun evit Ludueg, hon aotrou mear, ha, feiz d’am boutou ! nec’het a-walc’h ez oun ! »
— « Mâ ! Tonton Herve, va daou seurt jistr ’zo mat o daou. Em barrikennou n’eus ket jistr badezet ; va jistr a zo dour avalou, n’eo ket dour punz, na dour-red. »
— « O ! gwelet a-walc’h a ran… mes lavar d’in da c’hoant, te ! »
— « Piou, me ? Feiz ! ganin-me eo kerkoulz kaout eus an hini sec’h. N’eus ket e bar evit gwennât an dent ; ha, pa vez great « flip » bero gantan, eur banne hini krenv en e douez, e plij kenan-kenan da vouzellou al labourer. »
— « Ha koulskoude ar jistr dous a zo magadurez, ha yac’husoc’h eo ive, war am eus klevet…
Pehini da gas d’al Ludueg neuze ? »
— « Aze ’man an dalc’h, tonton Herve. »
Hag ar skudel a gemer hent o genou, ha meur a wech c’hoaz, mes penôs ober ?
— « Pep ! pep ! eme Tortig-Kamm. Hag en eur ober eur c’hemmesk ganto o daou ? »
Mes ar c’hemmesk ne dalvezas netra, netra !
— « Gwelloc’h eo pep-hini anezo en e gostez. N’eus nemet eun dibab da ober etre daou. Kement-se n’eo ket gwall-denn. Kenavo, tonton Herve ! »
Ha Gwilhaouig d’e varchosi da voueta e gezeg.
Met Herve Stroalleg ne flachas ket diouz kostez