Bôlig. — « Penôs ? penôs ? emezan, me, Mestr ar Forn, a vezo devet gant eur mec’hieg evelse ? Hag eur filhor d’in ouspenn-ze ? O ! O ! nan, ne vezin ket emichanz, m’hen tou war va forc’h, va lost ha va c’herniel ! » Hag e tibabas eun toullad eus ar gwella, ar gwasa, ar c’hrisa, ar spontusa e-touez e vevelien, da vont war-lerc’h e filhor. Ha setu strollad an diaoulien lostek gant o ferc’hier houarn ruz da glask penn ouz pôtr ar vaz korz.
Piou a oa en o fenn, a gav d’eoc’h ?… An Diaoul Kamm adarre, bizier loaek gantan, abalamour d’e c’har vat hanter-dorret ha blonset epad abadenn ar gampr. Ya, lavaret a ree, hen, e teuje a-benn eus e gefridi d’an eil gwech pe e kollfe e hano, hag e karfe dont da veza kamm eus an daou du.
Erwanig, hen, d’ar c’houlz-ze, o welet an noz o vont bremaïk da goueza war e c’horre, a reas e zonj da vont da glask goudor en eun tu bennak. Ar genta dor a gavas e oa dor eul lochennig, savet e gwasked eun dorgen, war beven eur c’hoad, egiz eun neiz gwenneli savet e gwasked eur post dindan eun dôen. D’ar c’henta taol a skoas e teujod da zigori d’ezan, rak n’eus ket gwelloc’h eget ar paour da zikour ar paour. Eun intanvez, yaouank c’hoaz, eo a veve el lochen gant eur verc’h a zek pe zaouzek vloaz, plac’hig koant eus ar c’hoanta. Eur skudellad zouben an avalou douar a oe fardet d’ar beajour yaouank ; ha goude koan hag e bedennou, o veza ne oa nemet eur gwele en ti, ar paotrig a c’hourvezas war eun duilh plouz.
E oa zoken e-kreiz an noz oc’h hunvreal d’e vaz korz ha d’e zant paeron pa zihunas gant ar c’hement a drouz hag a strak a leunie an ti. C’houez ar pilhou suilhet hag an tont devet a gleve ivez, ha neuze o tansal e wele eun toullad goulaouiou, a zaou da zaou, lugernus evel tan. Kerkent ma