Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/83

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 72 —

doun d’ezan e forc’h houarn ruz etre e c’haol. Dioustu daouzek lostek all a voe karget a-nevez eus ar gefridi, hag an Diaoul Kamm a voe lakeat d’o bleina.

O welet eun bevelep strollad o tigouezout, Erwanig a lavaras d’ar c’habiten : « Ah ! paour kez kammig, berr e c’har, ne dalveze ket d’it ar boan dont beteg aman. Great eo va zonj ganin da vont. » Hag hen en hent ganto.

E Kerzatan e oa eur gambr evit Erwanig pa zigouezas. — « Penôs ? eme pôtr ar vaz korz, daoust ha n’eo ket kiounid a welan-me aze e korn ar mogeriou ? Petra ! Kempennomp buhan ar gambr-ze, lorgnez ; ha buan ’ta ! » Eur vrizaden dour benniget d’o sikour ! Fentus e oa o gwelet o welc’hi, o skoti, o tivergla, o spurat, o tigiounida ; int a lamme a-wechou beteg ar zoliou, ken ma jomme o bleo rostet stag ouz an treustou !…

Pa ehanas an abaden, an Diaoul Kamm, hen, na ehanas ket da vleujal evit-se, astennet penn da benn gant e gorf war al leurzi. Red e voe d’ar re all sevel anezan en e zav, ha neuze e voe gwelet e oa hanter-dorret e c’har vat gant ar paour kêz diaoul ! — Hag en eur glevet kement a jolori, Pôlig a Gerzatan a ziredas d’ar gambr gant e forc’h ruz, da lakaat ar peoc’h, eun toullad mevelien kornek war e lerc’h. Seiz mil maliz a yeas doun en e gorf entanet o welet e gabiten kamm e pe stad edo. E oa o vont da c’hourdrouz Erwanig ; mes ar pôtr a grog buhan er vaz korz, hag eur vrizaden dour benniget ivez d’ar Mestr-Bras. Nag hen a lamme ! Nag hen a yude kounnaret ken ma zistone forn an ifern dindan e c’harmou roc’hellek ! Ar ferc’hier houarn o vont en-dro, an diaoulien an eil o toulgova egile ! Tud keiz !…

Hag evel-se Erwanig a voe lezet da zistroï d'ar gear ! — Nemet antronoz vintin e savas keuz da