Eun devez eta war ar genta sizun a viz genver, Per ar Paour, o tevezia gant Herri ar Marichal, a oa bet kaset gant heman da drec’hi mouded du-hont e lanneg Poularbrini. An denvalijen en em led abred d’ar c’houlz-bloaz-ze ; hag an devezour a oa war-nes diskregi diouz e labour, ha klask penn an hent da vont d’ar gear, pa welas o tont etrezeg ennan eun aotrou. Ya, mar plij, eun aotrou ! Kenta m’her gwelas, e kavas warnan stumm an Didruez ; hag eur sonj fall a bignas d’ar red d’e benn : ober e stal d’ezan. Eun tol mar dre gostez e benn, prim, hag e tiskarfe d’an douar an Didruez, egiz m’en doa diskaret heman Pengwennig en devez-all. Met nan, n’eo ket aotrou Maner ar C’hagn an hini eo, rak an Didruez a zo anezan eur c’hof bras doun ha teo, war eun divesker berr, egiz eun irvinen war he gwriziou moan ha bresk, ha du liou e zrem egiz reor eur billig-krampouez ; e lec’h an diaveziad-man a zo ruz e vleo, eur fri moan ha hir e-kreiz eun dremm eskernek, ha baro ruz-tan dindan e chink. C’houez an dev a deu dioutan, a lavarfed.
— « Ac’hanta ! devezour, emaout o vont d’ar gear gant skuizder da zevez ? »
— « Ya ! eme Ber ar Paour, e var war e skoaz ; mont a ran da welet penôs eman va gwreg ganti du-hont. »
— « Ah ! ya, gwreg a teus ; bugale ivez marteze ? »
— « N’em eus ket evit c’hoaz. »
— « Nemet e c’hellfes kaout marteze ? »
— « Hag hep dale pell, marteze, e-giz ma lavarit. »
— « Ha ! ha ! eme an aotrou ruz, c’houez ar suilh ouz e heul ; m’am bije bet amzer da jomm dre aman, em bije goulennet diganit beza ar paeron. Petra ’lavarez ? »