Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/78

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




Filhor Pôlig a Gerzatan
————


Bloaz a vije a-benn dilost miz Genver abaoue ma oa dimezet Per ar Paour gant Soaz an Dienez ; ya, a-benn pemzek de e vije bloaz abaoe ma oant deut da jomm en eun pen-ti, sko e kichen Maner ar C’hagn, e-lec’h ma veve aotrou an Didruez. Madik awalc’h ez ea an traou en dro gant an daou yaouank, abaoue o eured, Per o tevezia tost ken alïes ha bemdez, er c’heariou a ziwardro ; ha Soaz, diouz he zu, oc’h ober war-dro an tiegez, hag a-hend-all o c’hounit eur gwennegig bennak ; rak eun tammig edo kemenerez, ha, pa c’helle kaout labour gwriat, e laboure.

Siouaz ! da zerc’hent an Nedelek, ar gurun a strakas azioc’h o fennou. Pengwennig, ar vioc’h hag o doa gellet prena gant o espern, dre galz a boan avat, Pengwennig a zigouezas d’ezi mont dre laer da beuri e foenneg Maner ar C’hagn ; an Didruez he gwelas, ha pim ! e tennas warni… Tristidigez ! Petra d’ober er pen-ti breman epad ar goanv kalet, hep berad leaz, na begad amann ? Dioueret, a dra sur ! Mes, mar deo eas lavaret ar ger, gouzanv an dra a zo tennoc’h. Hag ouspen ze, nec’h o doa a-hend-all, rak hep dale, eus an eil devez d’egile, e-lec’h daou e vijent tri o chomm er pen-ti…