Penôs da c’houde, tonton Herri n’en dije ket roet gwestel e termen da dud onest evel-se ? — Ne ket gwestel hepken, mes bara gwiniz, eun dorz pemp lur, a brestas d’ezo ouspenn.
Epad ma tebrent, an tamm a gouezas diouz tre o dent : gwelet o doa o tremen, war hent bras Douarnenez, daou vevel eus ar skolaj, kaset war o lerc’h a dra zur, ha karget d’o distroï war o c’hiz. Hep muioc’h a dreuz, e lavarjont kenavo en distro d’an tonton Herri, ha setu int buhan ha buhan o kemeret hent Poullan.
An oferen-vintin a echue er vourc’haden-man pa zigouezjont. War ar blasen, eur vaouez war an oad a youc’he a-bouez penn :
« Pesked fresk ! brilli ! emaint o vont !… emaint o vont!… »
— « A ! da belec’h emaint o vont evel-se, moereb ? » eme Lanig.
— « Da veza gwerzet, va niz !… Brilli ! Dek gwenneg an dousen, marc’had-mat ! Brilli ! Brilli ! »
— « Ma ! ar pez a chom a vo d'in, eme Lanig en eur dostât. Renkit an diou zousen-ze d’in e-touez ar raden a zo e strad ho paner !… Mad ! va moereb koz, mat pell zo ! Ha brema, deuit ganin d’ar sakristiri, evit ma vo paeet d’eoc’h ho pevar real : me eo mevel nevez an aotrou person. »
Ha Lanig kas an hini goz d’ar sakristiri, goude beza roet e besked da Laouig, bec’h d’ezan en em ziouall da c’hoarzin.
Goude e oferen, an aotrou person a zo o kovez ; ar c’hloc’her a zo eat da glask penn eus e lein ; an hini goz a jom er sakristiri goullo, e-pad ma 'z a Lanig da skei war kador-govez an aotrou person :
— « Aotrou, mar plijfe ganeoc'h dont d’ho sakristiri da govez va moereb a zo bouzar ? Na zaleit ket re, rak pell-pell amzer ’zo n’eo ket bet va moereb