luc’hed kamm ! N’eo ket me ar mestr, kant boulc’hurun ruz ? »
— « Oh ! na grozit ket, aotrou ; va faeron eo am hanvas Eveldon. Lavaret em oa d’eoc’h e c’hoarzfec’h. »
Hag, evit gwir, Fistoulig a ziskordas da c’hoarzin a-strak.
Pa ehanas, Mazoïg a grogas gant e damm labour. Brao ez ea ganti : an aoten a droc’he gwelloc’h eget biskoaz, hag abarz pell eun hanter eus ar reun a oa touzet diwar beg o ferc’hen, hep na veras takenn gwad ebet.
Met siouaz ! teir gwech siouaz ! pa oa red d’ezan boulc’ha gant an tu all, ar barver paour a welas e aoten o krena etre e vizied. Hen a grenas ivez war e zivesker, e-pad ma sonje petra d’ober. Ne zaleas ket gant e zonjou. Lezel a reas e aoten a gostez, evit saouna ar varo hir, ha saouna e-tailh, ha saouna c’hoaz.
An aotrou a gave eaz ha na dinte ger ebet, mes fin a zo, ha Mazoïg a skuize e vrec’h outan. Ha setu hen o kemeret eur c’hlotennad saoun, hag o stoufa daoulagad ar Fistoulig. Heman a ginnigas sodi : « Va fistolen, emezan, va fistolen ! »
Ya ! met e-pad m’edo o klask digeri e zaoulagad, Mazoïg a guzas en e vruched yalc’h ar pemp kant skoed ; hag e klemme :
— « Aotrou, aotrou, me ho ped, faziet em eus, met n’em eus ket kignet. Ouspenn, n’oun ket da veza tamallet, rak ma c’houfec’h… Oh ! va c’hof, va c’hof !… »
Hag e plege etre daou, hag e ree an ezvan da gaout poan bouzellou, eun druez e welet. Dres ! ar gwel anezan a denereas an aotrou.
— « Poan-gof, emezan, netra n’eo. Diskenn buhan d’ar porz, hag en tu kleiz e kavi… eul lec’h