Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/44

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 34 —

tigase d’ar gear pe gedon ha koulined, pe glujiri ha kefeleged, pe eun dra-bennag all. Mes evit deski e vicher a gere… e ziouskouarn a oa kalz re hir, am eus lavaret d’eoc’h.


PENÔS MA YONTR, PER AL LAKEZ, PA GREDE D’EZAN PAKA EUN HOUC’H GOUEZ, NE BAKAS NEMET BEZA KASET KUIT EUS TI TONTON LAN


Eun abardaez, e oe roet da Berig, goude e vern, eur re voutou da zresa. Perig a labouras stard war o zro ; mez e spered a oa, d’ar mare-ze, o c’haloupat bro war lerc’h eun houc’h goue. Ar mestr hag Olier, ne oa hini ebet anezo war sonj al Lakez. Heman en doa peurechuet gwriat an diou voutez an eil ouz eben, pa zavas o youc’hal a bouez-penn : « Pân ! pân ! ema ’n houc’h goue d’in ! Paket en deus va zenn en e vorzed ; kamm eo, ha gwada ’ra… Ema d’in ! »

Paour kez Perig, ma yontr paour ! Lagad tonton Lan a gouezas neuze war ar pez labour vrao en doa peurc’hreat e vicherour yaouank, da lavaret eo, kollet krenn diou voutez.

— « Kurun ! eme an tagnouz koz, ar genaoueg-ma ’zo goest mat, (Doue ra viro gant sant Krispin, ma faeron ker !) da lakaat eun den fur da goll e benn gantan hag e skiant vat d’e heul ! »

Ken buhan an tagnouz koz a gemeras e vinaoued hag a zankas anezan ken dôn e morzed Perig ma plomme ar gwad evel eur gorzen.

Perig kez a lammas da du ar mevel bras ; mes Olier, d’e dro a doullas d’ezan e vorzed all gant e vinaoued lemm…

Hep ma oe red hel lavaret d’ezan, Perig a zigoras an nor hag a zilammas er-meaz evel eur barrad avel-dro. Disken a reas e fuzuilh goz a-ziwar he zreust, hag e zac’h-ler war e gein, e lam-