Nebeud a dra a vez awechou kiriek d’ar grevusa traou ; hag evelse, daoust hag eun ufenn-dan n’eo ket gouest da lakat au tân-gwall da gregi en ho ti ? Ha koulskoude eun uffennig-tan a zo nebeud a dra, n’eo ket ’ta ?
Lakomp c’hoaz ho peus droug en ho piz bihan gant eun drean, pe eur gorig bennak. Mâ ! kement-se ’zo a-walc’h evit ober d’eoc’h klemm ; ha koulskoude eun drean, eur gorig a zo nebeud a dra, n’eo ket ’ta ?
Kement-man a ’zo evit lavaret d’eoc’h ne vez peoc’h founnus, n’ez a klok an traou e tiez a zo, etre priejou a zo, nemet pa dro ar bed en doare ma fell d’ezo. Anez, nebeud a dra a laka da zevel etrezo ; diwar eun netraïg e tiwan bec’h etrezo, ha re alïes, siouaz ! kroz ha kurun, tan ha brezel. Ma na gredit ket, selaouit.
Gwech-all (hag abaoue n’eus ket ken pell-ze, rak me n’oun ket c’hoaz deut war an oad), gwechall e chome em farrez daou bried yaouank. Nevez-dimezet e oant, ha ne oa deut c’hoaz netra beteg enno ; en eur geriadennig distro e vevent « dizoursi-bras ha dinec’h », didrouzig hag eurus.
Paskolig, an ozac’h, a veze bemdez o tevezia war ar meaz ha ne zigoueze er gear nemet da glask e goan, e wele hag e wreg. Houman, Soazig, a yee he amzer ganti da zoursial ouz he bioc’h, da gempenn he zammig tiegez, ha da benzelia, da dapouna dilhajou ha kreziou.
Pep-hini anezo en em emelle eus e draou, hag evelse ne veze ket reuz ganto. Eun draïg o doa di-