Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/29

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 19 —


Hopal a ree gwasoc’h eget eun diskiant : « Gwelleat oun, Aotrou sant They, gwelleat oun ! Emaoun pare, ha va gwezen kerez eo he deus great ar burzud ! »

— « A gav d’it ? » eme Soaz Gamm.

— « Ya, ya, va gwezen kerez, ha piou ken nemeti, mar plij ? Pebeuz louzaouer am eus aze !…

Ah ! va diouskouarn, siouaz d’eoc’h ! pell zo e vijec’h bet pareet, m’am bije gouezet e oa awalc’h kaout eul lamm diouz va gwezen kerez ! »

Ar vrud, ar wreg divalo-ze, kant genou d’ezi, a skignas buhan ar c’helou tro war dro, hag hep dale eun engroez a dud a ziredas betek Sant-They da welet gwezen-kerez ar boutaouer. Doareou ar burzud a oa zoken moulet war ar c’hazetennou, ha lod a lavar e tennas ar mestr-skol poltred ar wezen : me n’ouzoun ket, me ! Ar pez a c’houzoun evit gwir eo e oa dre ar vro neuze eur Zaoz droch bennak hag a ginnigas mil lur eus ar wezen. Noun a felle d’ezan kaout pemp kant skoed, met ar Zaoz ne fellas ket d’ezan o roï.

Neuze eur zonj dispar a zidenvas e spered Noun al Ludueg : « Soaz, emezan, d’e hini-gamm, hor gwezen-kerez a dalv eur binvidigez. Sonj nag a dud bouzar a zo aman dre ar vro. Mâ ! Evit parea n’o deus nemet koueza eveldon-me diwar hor gwezen-kerez. Te welo, dastum a rimp leve, ha pa na rofe pep bouzar d’eomp nemet pewar real, ne gousto ket c’hoaz re ger d’ezan parea. »

D’ar zul war-lerc’h, Soaz Gamm a roas pemp gwenneg da Ber ar C’hloc’her evit embann diwar ar Groaz, goude an oferennou, e c’helle ar re vouzar, gant ma paefent pewar real, mont da barea diwar gwezen-kerez Noun al Ludueg, boutaouer-koad e Sant-They ».

Ha goude ar gousperou, meur a hini a oa digoue-