Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/28

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 18 —

wezen hag, unan krog er penn, egile en divesker, e kasjont anezan d’e wele. — Koulskoude al Ludueg n’edo ket maro, met eun tammig badaouet, mezevennet ; dislounka ’ree zoken bras e zaoulagad en e benn, en eur c’houlen penaos ne oa ket en em lazet.

— « En em jalez ket, Nounig, a responte Soaz Gamm ; eun taol netra eo heman, te ’welo ! Ne varvi ket kentoc’h, te ’welo ! Me a ya da lakaat ac’hanout da c’houezi. » Evit Soaz Gamm ne oa nemet al louzou-ze mat ouz pep klenved. Klevit kentoc’h : pa oa bet Herri ar Marichal gant ar remm pe droug sant Urlou en e zargreiz, Soaz he doa gwelleat anezan en eur ober d’ezan c’houezi. — Eun niz d’ezi, an dreuz warnan gant an derzien bep tri pevar devez, en doa ranket choucha ha chomm war e wele ; mâ, Soaz a deuas a benn da derri an derzien warnan, atô en eur ober d’ezan c’houezi. — Ha me oar, me, ped all a voe gwelleat c’hoaz ganti en doare-ze ! Beteg an aotrou person, pa dorras e c’har ; Soaz a reas d’e c’har parea, atao en eur ober d’ezan c’houezi !

Setu ’ta ma oa klenket Noun, penn hag all, etre diou c’holc’hedad pell, ken ne weled ken anezan na fri, na skouarn, na bleven. — Eun heur pe ziou e chommas moredet, ha, pa zivorfilas, eur c’houezen warnan ken ma zave ar moged dioutan, oh ! burzud ! Noun al Ludueg, boutaouer-koad e Sant-They, a gleve kouls pe welloc’h eget biskoaz !

— « Aotrou sant They benniget, emezan, eat eo ar bouzar diouzin ! »

— « Da zorc’hennou da vihana n’int ket eat kwit ! » eme Soaz Gamm, diskredik an tamm anezi. — Mes gwir edo, hag an hini goz a rankas kredi, rak he Noun al Ludueg a gleve trouz o koueza gant ar peziou ugent real, eiz real, dek gwenneg, ha daou liard toull zoken.