zo jalet, sur breman, gant tud ha kezeg, mar goufec’h pegement ! Ah ! Aotrou Doue !…
— « Petra, da vihana, a c’hoarvez ganeoc’h ? C'houi a zeblant nec’hetoc’h egedon-me, ha me kollet ganin eur marc’h hag eur bida… »
— « Bida, te da unan, Kaper droch ! eur stal gaer c’hoaz. Koll eur bida hag eur marc’h blevennek koz bennak. E-skoaz d’in-me ! Ah ! ya, Aotrou Doue, Doue !… »
— « Petra 'c'hoarvez ’ta ganeoc’h ? »
— « Sellit ! ne welit ket aze eur maner en tu-all, e kichen kroashent Kerroue ? Mâ ! me zo o tont alese, bet o kerc’hat dek mil skoed d’am mestr. Pa ’z oun deut aman, sec’hed d’in, ez oun en em lakeat da denna eur zailhad dour. Ha, n’ouzoun dare penôs, red eo lavaret em befe stoket enni gant va dorn pe gant penn va ilin, ar voest, a oa va dek mil skoed enni, a zo ruilhet e strad ar punz !… »
— « Dek mil skoed ! eme Kolaïg, mes, ma den, elec’h tenna sailhadou dour, gwelloc’h e vefe mont er punz ; ha marteze, eur wech diskennet er strad, dre forz tastoni gant an treid, e teufed a-benn da gaout ar voest. »
— « Ar wirionez a zo ganeoc’h, ha sonjet em oa ivez kement-se ; mes me n’hellan ket diskenn ebarz, rak a-nevez beza bet klanv emaoun ha diskenn aze a vefe diskenn er bez hep dale. Mes c’houi, va den mat… »
— « Oh ! me n’oun ket bet klanv abaoe va nao bloaz ! »
— « Ah ! mar karfec’h diskenn ebarz, ma teuit a-benn da gaout ar voest hag an dek mil skoed, war ma henor ha ma c’houstianz, e touan roï d’eoc’h kant skoed. » Hag ar marc’had a zo buhan great ; ha Kolaïg da denna chupenn ha bragou, boutou ha