gwir ho marc’h-c’houi zoken a zo o son e gloc’h aze gwasoc’h eget kloc’her Treboul. » (Hag evit gwir ar marc’h Laouig a strilh e lost gant nerz, hag ar c’hloc’h a zon ; mes hor C’haper ne ra van ebet o sonjal eo e c’haor an hini a ra trouz.)
— « Va marc’h deut da gloc’her ? » eme Kolaïg o tistroï e benn da zellet… Neuze ar paour kez Kaper a wel n’ema ket mui ar c’haor da heul. — « Daonet ! emezan d’egile, va gaor a zo chomet dre an hent ; distaget eo diouz lost ar marc’h, nemet m’he deus lezet he c’hloc’hig war he lerc’h… Ah ! tamm bida gornek, red eo d’in mont war e lerc’h… Sell ’ta, va den, ma n’eus ket re a brez warnoc’h, e c’hellfec’h marteze chom aman eur pennadig amzer gant Laouig, ema ma ’z in da welet ha kaout a rin Bouchig ? »
— « Gellout awalc’h a rafen chom eur pennadig, egiz ma lavarit. » Ha setu Kolaïg buhan war e giz da glask e vida ; hag al laer, o veza chommet eno, evel m’en doa roet e c’her, eur pennadig gant Laouig, a lamm war gein heman, ha pidadap ! ez a da guzet anezan e-barz koajou Kerbeoc’h !…
Koulskoude Kolaïg, o veza baleet eur c’hart leo, eun hanter leo, ne wel, ne glev na liou na c’houez eus bida ebet. « Mad, emezan, en eur grafignat e benn, red eo kredi ez eo eat al lorgnez-ze d’ar gear ; emichanz, pa zigouezo du-hont, en Kernez-Vihan, va hini goz he devo ar skiant da staga anezi ! » − Hag hen distroï adarre ; mes ne gav mui na den na marc’h. « Del ! sell aze avat eur stal all !… Da belec’h an diaoul int eat o daou