Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/19

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 9 —

klev atao ar c’hloc’hig bihan o tiridigna d’e heul, hag e holl zonj a zo, me ’gred, gant ar bempved krampoezenn ema breman o chaokat warni. Petra ’fell d’eoc’h ? Eun tammig goust a zo deut d’ezan oc’h ober hent, hag e chak, hag e lonk, hag e tebr a galon vat.

Setu Kolaïg, digouezet e-kenver Lenn-Avoa, o welet, en eun taol, eun den o tont en eur c’hoarzin a-benn ennan. Kolaïg, en eur welet anezan o c’hoarzin, a c’hoarz eveltan hag a c’houlenn digantan :

— « Plijadur ho peus, va den, p'eo gwir emaoc’h ken laouen hag all ? »

— « Ya sur, eme egile, pell zo n’em eus ket bet kement a c’houst da c’hoarzin. »

— « Neuze ’ta ? N’eo ket goulenn diganeoc’h a ran, met perak, mar plij, ho peus goust hirio da c’hoarzin ? »

— « Perak ? C’hoarzin a rankan o welet e teu bemdez gizio nevez ebarz ar vro. »

— « Ya ?… N’em eus ket klevet ger. »

— « Enpad an hanv, ne weler mui na marc’h nag azen rouz ebet anez ma vefe war glipenn e benn, resped d’eoc’h, eun tok plouz pe eun tok brouen ! »

— « N’eo ket difennet ; hag al loened, me gred, a blij d’ezo an disheol hag ar zenadurez, kement ha d’an dud. »

— « Mad, evit beza a du ganeoc’h, e lavarin ec’h intentan eun draïg bennak er c’hiz nevez-ze. Mes giziou-all a zo o tont, war ar pez a welan, ha n’ec’h intentan netra enno. Lavarit d’in, mar plij, perak e stager breman kleier bihan ouz lost ar c’hezeg ? »

— « Petra ? Ar c’hiz-ze a zo o tont breman ? eme Kolaïg, sabatuet krenn. »

— « Nema-hi ket mui da zont ; deut eo, p’eo