diwar goust ar re a ro bod ha boued d’ezo. Laboused treut eo ar re-ze ! A-greiz ar pred, an daou Gerdruilhen a c’houlennas digant ar mignon petra da ober eus o fenher.
— « Hum ! eme egile, en eur skarza e c’hourlanchen, red e vije deski d’ezan meur a dra. Ha, da genta-penn, petra oar betek-hen ? »
— « Gouzout a ra lenn difazi a-walc’h, skriva dereat tost davad, niveri pelloc’b eget kant, hep d’ezan koulskoude beza ken gouiziek hag eun « doktor », pell ac’hano ! »
— « A zo mat, eme egile, goude eul lonkaden gwin, a zo peadra a zeskadurez war gement-se. Mes n’eo ket a-walc’h ; daoust ha gouzout a ra kana, dansal, butuna eur « sigar » hep tarlonka gant ar moged, tenna e dok da zaludi, rei eun taol lagadig lemm d’ar merc’hed koant ?… Nan ? Ne oar ket ? Aze ’man an dalc’h. N’eus ket da dorta, red ha red bras eo d’ezan deski. »
Goude graet ha dic’hraet, an hini a brezege kerkouls a voe karget gant ar gerent d’en em emellout da gas da benn deskadurez al labous yaouank. — Ha, goude eur pewar pe bemp bloaveziad skol, an aotrou Beskont a Gerdruilhen n’en doa ket e bar nag evit rodal, nag evit kana, (nemet e vouez a oa deut da raoulia eun distera), nag evit teurel moged butun dre gorn e veg, nag evit banna eur zell dre gorn e lagad war an dimezelled yaouank.
Koulskoude n’eo ket war-lerc’h eun dimezel a c’hlaoure ; war-lerc’h eun intanvez ne lavaran ket. Houman a oa anavezet mat dre he noblanz, nemet leve ha pinvidigez n’he doa ket mui, kement he doa dispignet. Ha setu ma taolas-hi he zellou hag he c’hoant war danvez an aotrou beskont ; hep dale ar paour kez Truilhennig a gouezas en he rouejou !…
Ma oa red dioc’htu kas an embannou, e lec’h