Rozkudon. Kement a vall a oa gantan mont en hent, ar paour kez marc’h-ourgouilh pinvidik, ma kemeras a-boan eun nebeudig amzer evit kimiada diouz Gargarenez, ar mignon a vage evitan eur garantez ker birvidik, ker gwirion. Gargarenez a voe glac’haret diwar an taol-ze, rak eur galonig tomm a lamme en e greiz, e-lec’h egile, an Truilhennig, ne rea ket foutre-kaer evit pellaat dioutan. Ha perak en defe great zoken ? Daoust ha n’edo ket hen o vont da Bariz, eur genaouek o vont da vro ar c’henaoueien ?
Dizale goude, Gargarenez a voe red d’ezan ivez dilezel e studi er skolaj, ha mont da zeski pesketa da Dreboul-Goz, rak e dud ne binvidikaent tamm ebet gant an amzer.
Pa zigouezas Kerdruilhen bihan du-hont, e Pariz, gant ar Gerdruilhennou koz, va Doue ’ta ! Klevet ho peus danevellout penôs, pa zistroas ar Mab prodig d’ar gear, e lazas e dad al leue lart hag e reas frikou d’an dianket ’oa nevez kavet. Mâ ! d’al leupez aotrou yaouank e oe great ivez allazig da genta, ha, d’an eil, fest ha prejou kaer, traou founnus ha lipous. Mes an eil a blije d’ar c’holladen kalz muioc’h eget ar c’henta, n’eo ket red lavaret. Eo koulskoude, red eo, ha pa ne vefe nemet evit ma klevoc’h ar wirionez penn-da-benn, ha ma teskoc’h e chommas ar beskontig beurlek pemzek de ha diou zizun klanv war e wele goude re-govad, respet d’eoc’h, Kristenien ! Met ne varvas ket, lartât an hini eo a reas, ken ma teue kof d’ezan, kof reut ha frank evel eur zac’had truilhou. Paour kez Beskontig Kerdruilhen ! N’en doa nemet kofata da ober !… Koulskoude an daou Gerdruilhen koz a oa o vont d’en em jala gantan, o klask gouzout petra ober dioutan, pa deuas da leina d’o zi unan eus ar rummad tud-ze ker stank e Pariz ha n’o deus ken micher nemet beva e tiez ar re all,