— « Feiz ! emezan, goullo e kavan aman an ti breman ; kenkouls tra eo d’in mont ac’halen ! » Hag hen en hent, bepred eün dirazan, hep gouzout kaer betek pelec’h ez aje, e zaou gi d’e heul, Krogmad ha Pegstard. Gant penôs kaout boued n’edo ket nec’hed an distera ; rak, pa veze naon o tont d’ezan, gant e chas e c’helle beza dizoursi : eur c’houlin, eur c’had bennak a golle kerkent o buez, hag hep kaout anezi zoken endro, ar pez a oa ar gwasa evito, pe ar gwella marteze.
Eun devez, en eur dremen dre ar gear-benn eus ar vro, e klevas enkanti e oa kouezet merc’h ar roue dindan galloud eun aerouant a zeiz penn, en eur palez e-kreiz eur c’hoad doun ; an hini he zennfe ac’hano, en defe anezi da zimezi, pe, mar kavfe gwelloc’h, he fouez en aour.
— « Setu aze hag a rafe brao a-walc’h va stal ! a zonjas Yan ; ne ket ankounac’hât Katellig eo a ran, ar baourez kez ; koulskoude, p’eo gwir oun intanv, ha mar gallfen, ne vefe ket eur pec’hed bras evidon dimezi gant merc’h ar roue. »
Ha diwar ar zonj treut-ze, hen war-zu ar c’hoad, da glask ar plac’h yaouank, e zaou gi d’e heul. A-boan er c’hoad, setu Krogmad oc’h harzal, ha Pegstard o c’hrognal, ha Yan o welet dirazan, en eun taol, dor-borz eur palez kaer… Hag hen difoutre kaer o pouta war an nor, hag ebarz, e goun d’e heul. Dioc’htu e paras sellou Yan war eur plac’h yaouank, eur gened dispar d’ezi, strafuilhet gant an aon ; hag e penn pella ur porz, e welas an aerouant. Kerkent al loan spontus a loskas seiz blejaden euzus dre e zeiz penn. Charikat a rea e zent en e vuhanegez, hag ouz mein al leur e lemme e skilfou kamm, eur vogeden flerius o strinka diouz e zeiz gourlanchen ; ar skant glas a strake war e gein torgennek egiz bili