Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/107

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 97 —

zic’holoas ar podhouarn elec’h m’edo ar zouben, tiz warni, o redek hag o kantren.

— « Mâ ! Kalz koll az peus plantet warnoun, te oar mad, Yan, eme an aotrou. Koulskoude m’am eus lavaret d’it e oan deut aman d’az laza, me n’oun ket da veza tamallet ; va itron an hini a zo troet war an tu ze. N’eus forz, gwerz d’in da skourjez hag e lezin da vuez ganit. »

— « Tomm oun d’am skourjez a respontas Yan ; koulskoude tommoc’h oun c’hoaz d’am buez ; ha setu gwerza awalc’h a rafen va skourjez burzudus. »

— « Ha pegementad eo ? »

— « Kant skoed, ar ger diweza, na muioc’h na nebeutoc’h. »

Hag evelse Yan an Inkin a bakas tri c’hant lur evit e skourjez, eun c’hoz tamm skourjez porc’h, mat da netra.

Hag an aotrou Furzod ? Mont a reas d’ar gear, laouen. Wardro an abardaez e teuas da zonj d’ezan e oa tud gantan o terri terien. Ebarz ar gegin, ar plac’hezed oa ganto ar podou bras war an oaled, dour kig, legumachou ebarz ; ne oa mui da ober nemet enaoui an tan dindan. An aotrou a gasas ar merc’hed kuit diwar e dro : « Gant va skourjez, emezan, me respont da domma souben d’am zud. »

Hag hen, war gorf e roched, an dour warnan, da vazata e bodhouarn gant e skourjez porc’h, eur brao gwelet anezan, me ’gav d’in.

Deut e oa c’hwec’h eur, hag ar zouben ne oa ket c’hoaz sonj bervi ganti ; mont a reas an heol da gousket, ar c’hig n’edo ket c’hoaz digriet, kennebeud nag an dour klouaret. Ha foei ! an aotrou deut hir e deod war ar roched, a zavas bec’h war e chupen, a-dreist-oll pa deuas ar plac’hezed hag ar bôtred yaouank da ober gwap d’ezan dindan e fri…